Feurm pedagogel & Gwerzh produioù an ti-feurm

Abadennoù kinniget

philippe chevauxM'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, klikit amañ!

Un devezh en ti-feurm e brezhoneg! Breizhad eo Philippe ha brezhoneger ouzhpenn !

Gallout a ra ober abadennoù e brezhoneg penn-da-benn ma vez goulennet gantañ.

An holl-dud a vez degemeret : N'eus forzh peseurt oad ha n'eus forzh peseurt orin!

Strolladoù bugale a vez degemeret alies :

  • Evit ar skolioù : E-pad un hanter-devezh pe un devezh a-bezh.
  • Kampoù vakansoù : E-pad un hanter-devezh pe kampoù sizhuniek e-pad an hañv.
    Privezioù ha tachenn-gampiñ a zo er menaj.

Tud en oad a vez degemeret ivez. Ar re o deus c'hoant da zizoleiñ un ti-feurm e lec'h ma vez diwallet an endro.

  • Strollad tud en oad izili eus kevredigezhoù.
  • Tud hiniell a vez degemeret d'ar Merc'her goude merenn pe e-pad ar vakansoù.

War ar stern : Ur raktreset menaj pedagogel
evit tostaat ouzh an dud a vo a benn-goañv

Mont a raio an ti-feurm (un animatour + loened) betek lec'hioù disheñvel (skol, ti ar re-gozh...)
M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, klikit amañ!


Abadennoù kinniget

An abadennoù-se a bad un devezh. Moaien zo d'o berraat (war an hanter-devezh). Choiz zo etre meur a abadenn kinniget.

 Touchañ,
Flourañ, Klevout

Loenedigoù
an ti-feurm

Al laezh...
Eus ar vuoc'h
betek hon assiedad

Endro an ti-feurm

Boued a zebromp Eus pelec'h e teu ?

Piv

 Ar re-vihan (3-6 vloaz)

An holl-dud

Abaoe 7 vloaz

Abaoe 7 vloaz

Abaoe 7 vloaz

Palioù

- Dizoleiñ loened an ti-feurm ha mont en da rempret ganto

- Dizoleiñ ar loenedigoù an ti-feurm

- Kompren kelc'hiadoù ar c'hendelc'h

- Kompren penaos e vez graet al laezh

- Penaos e vez troet laezh en amann

- Kizidikaat (Sensibiliser) doujañs an endro hag ar vuhez c'houez

- Dizoloeiñ eus pelec'h e teu ar boued

- Penaos fardañ boued en ti-feurm hag er gêr ivez

Abadennoù :

- Bouetañ ar yer, pimoc'h, givri, lapined

- Gorro ur saout 'giz gwechall

- Flourañ kezeg

- Touchañ ha klevout an natur ba an hent al louzeir

- Kejañ ouzh al loened hag o re-vihan

- "Eus vui betek ponsiñ"

- "Perak buoc'h a ra laezh?"

- "Al lapin bihan ganet bouzard ha dall, hag an ebeul a sav 3 eur war-lec'h!"

- "Perak c'hwezh fall zo gant ar bouc'h?"

- Etc...

- Buhez ar saout a ra laezh

- An diffor etre ur vuoc'h a ra laezh hag ur vuoc'h hag a sav o leueoù

- Gorro ur saout 'giz gwechall

- Kas ar saout d'ar park

- Treiñ laezh e koañv

- Treiñ koañv en amann

- Dizoleiñ an natur : Bleunioù, garzh (petra a servij?) ha kleuzioù...

- Enklask ar vuhez gouez
(amprevaned, jiboez)

- Baleadenn er c'hêriadenn breizhad (glad)

- Baleadenn en-dro rodoù-avel

- Doare al labour-douar hag a ziwall an endro

- Kejañ ouzh loened an ti-feurm

- C'hoari gant boued

- Doare labour-douar biolojikel al liorzh, kenstrollañ, spesad kozh, legumaj an amzer

- kompost : Petra eo se? Penoas ober?

- Liorzhañ : klask e-unañ

Fotoioù :

Enfant nourrissant les chèvres

cochons
chèvreaux nains ecremeuse

beurre
enfants chemin creux

Abadennoù all

N'agredit ket pellgomz domp evit sevel abadennoù hag a plijfe deoc'h gwelloc'h. Abadennoù diwar-benn an dra resis e raimp.
M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, klikit amañ! (02 96 21 86 14)