Ar vuhez en ti-feurm
Degemer mat un ti-feurm 'giz gwechall
Kempouez an natur zo doujet amañ. "Labour-douar padus" e vez laret bremañ. Neus diastuzer ha temz e vez implijet gant Philippe.
An trakteur n'a vez ket implijet diharz (sans limites). An goûd-ober naturel neuze hag a douj loened hag an endro. M'ho peus c'hoant da gouzout muioc'h, klikit amañ!
Gwerzh war-eeun produioù an ti-feurm zo bet staliet. Eus an labourer-douar betek a vevezerien hep eilgwerzherien.
En ti-feurm e vez kavet :
- Ur porzh ar yar varius, meur ar spesad yar
(yar dozverez, yar evit ar c'hig, yar-indez, yar brahma, gwaz...).
- Lapined deus bep liv ha deus bep oad e vez kavet e-bloavezh a-bezh. Er loch konifled hag er-maez emaint.
- Razh-Indez zo o chom gant al lapined.
- Givri bihan zo o netaat ar c'hleuzioù hag an douvezioù an ti-feurm. Ar re-se a ra bihan bep bloavezh hag a vez prennet gant tud hiniell. Plijajur zo evit ar vugale ganto.
- An tropell danved bihan a naet lann ha peuroù dru e lec'h ma neus ket moien da vont ar saout.
- Meur eget pempzek buoc'h ha leue zo er prad e-kichen ar menaj. Ar re-se zo boaset da vezañ gorroet evel gwechall (gant an douarn). Amann e vez graet gant al laezh. Laezh glas e vez roet ar pimoc'h evel gwechall.
- Tri gezeg a vez ivez : Ur gezeg tenn ha daou gezeg skañv. Moien zo da vale warno ha da labourat douar al liorzh.
Philippe eñ deus an douar evit gallout bouetañ an holl-loened. Ul lodenn an douar a vez feurmet gantañ :
- 30 devezh-arat edaj.
- 46 devezh-arat peur.
- hag ur bern kilometrad garzh!!!
Kit da welet ma ho peus c'hoant da weladenn ar menaj. Kalz spesadoù sauvagez zo!